Marv eo ma mestrez
Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin
Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin
Eno ma ven kavet atristet gant ar glac'har
'Sonjal 'barzh ma mestrez a zo aet d'an douar
Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fizians
Marv ma flijadur ha toud ma holl esperans
Biken 'm bije sonjet hag ar marv a teuje
Da lemel diganin ma dous, ma c'harantez
Deus poaniou ar bed-man, fuzulhiou ha sabrennou
Hastit, mar plij ganeoc'h finisan din ma deiziou
Hastit, mar plij ganeoc'h finisan din ma buhez
'vit ma'c'h in d'ar bed all war-lerc'h ma c'harantez
C'hoarvez a ra ganin evel gant ur marc'hadour
En deus ur vatimant da navigin war ar mor
Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa
Ma doucho da Gernev ma ranko perisan